Vous êtes dans : Accueil > Brezhoneg > An 26 kumun

An 26 kumun

Evit gober anaoudegezh gant an 26 kumun a ya d’ober Pondi Kumuniezh ha kavout an titouroù pennañ àr o divout implijit kartenn ar servijoù publik evit razh ar c’humunioù gant ar reizhiad titouroù douaroniel (RTD).

 

Klikit àr ar gumun a faot deoc’h er bann mouk en tu kleiz d’ho skramm evit dispak un deskrivadur anezhi.

Klikit àr ar gartenn evit he brasaat.

Ur gumun vihan àr ar maezoù eo Berc’hed, e norzh an departamant, àr ar vevenn gant Aodoù-an-Arvor, ha pouezus eo perzh koad Kenekann enni dre maz’ a d’ober 2/3 ag he gorread.

Ur glad istorel pinvidik

Roudoù puilh a familh ar Roc’haned a gaver e Berc’hed : rivinoù kastell ar Saloù, àr vord ur stank e-kreiz ar c’hoad, pennhêr houarnerezh ar govelioù. Kaer eo hec’h iliz-parrez didro gant he fenestroù edan gwaregoù divbrantennek ag ar 15vet kantved, he stern-aoter barok hag he leur vras a vein-glas.

Bremañ m’he deus torret diskar he foblañs e c’hoari Berc’hed àr he ferzhioù-mat evit an douristed. Renevezet eo bet tamm-ha-tamm glad ar gumun, bodoù zo bet krouet, koulz evel minotennoù-bale àr droad, àr varc’h hag àr varc’h-houarn treuz bro (MTB) hag a dremen dre ar c’hoad.

Traoù arall

  • Gorread : 1 700 hektar
  • Poblañs : 167 annezad

Muioc’h a ditouroù

Maer :Jean-François Desiles

Bourc’h Berc’hed 56480 Berc’hed

Pgz : 02 97 27 61 69 / Plr : 02 97 27 60 41

D’al Lun,  Meurzh,  Yaou,  Gwener : 9 e da 12 e 30 hag 1 e da 4 e 30 d’enderv
D’ar Merc’her : serret

http://www.sainte-brigitte.fr/

 

E biz an departamant, àr an harzoù gant Aodoù-an-Arvor, emañ kumun Brehant-Loudieg (arondisamant Pondi, kumuniezh-kumunioù Pondi, kanton Roc’han). Donet a ra he anv ag ur c’hlan anvet BREC’HAN, daet a Vreizh-Veur er Vvet kantved.

Ur gumun birvilh enni

E KREIZ BREIZH emañ tachenn ar gumun, e-kreiz an tric’horn PONDI, LOUDIEG, PLOERMAEL, a zo poloù ekonomikel ha touristel lusk enne. Stank eo an obererezhioù ekonomikel er gumun hag ingalet int etre pevar gennad : al labour-douar, ar vezegiezh sokial, an industriezh hag an trivet gennad.

An touristerezh e Brehant-Loudieg

Perzhioù-mat he deus Brehant-Loudieg evit diorren an touristerezh tremen :

  • abati Itron-Varia DIMADEG,
  • ar ganol eus Naoned da Vrest,
  • ar vinotenn-vale hir 37 anvet « A Varzoù Breizh d’an Argoad » a ya a-hed bevenn gornôg ar gumun hag a-hed ar ganol eus Naoned da Vrest,
  • ar glad relijiel : ilizoù, chapelioù, kalvarioù ha kroazioù,
  • aveadurioù sport ha sevenadur a-feson.

Brehant-Loudieg zo gevellet gant :

  • POMPORT (Dordogne), 7 km diouzh BERGERAC,
  • MONTBAZILLAC,
  • OLVESTON (Breizh-Veur), tost da vBRISTOL.

Muioc’h a ditouroù

Maer : Herve Guillemin
4 straed Sant-Loeiz
56580 BREHANT-LOUDIEG
Pgz : 02 97 38 81 31
Plr : 02 97 38 88 22
http://www.brehan.fr/

Em staliñ er Sorn

Lec’hiet a-vod emañ kumun ar Sorn e Kreiz-Breizh. Enni e kaver plijadur hag aezamant ar vuhez àr ar maezoù ha chom a reer tost da dachad kêrel brasoc’h Pondi. An diazad labour bras, àr-dro 2 000 annezad ha 2 000 oberour, programmoù lodennaouiñ a-feson, servijoù hag a ya àr-raok bepred, setu perzhioù-mat a-bouez evit degemer annezidi nevez…

Hor c’humun he deus savadurioù hag aveadurioù evit razh an annezidi hag ar c’hevredigezhioù. Rannet int e daou bol pennañ hag a zo aes da vonet dezhe ha da barkiñ enne. Ezel eo ar Sorn ag ar gevredigezh Bruded hag ar savadurioù nevez zo bet savet neuze hervez reolennoù ekologel hag a gouch mat gant youl an ti-kêr da dermeniñ ar beveziñ energiezh er savadurioù publik. Modern int neoazh hag aes evit o implijerion.

Muioc’h a ditouroù

Maer : Jean-Jacques Videlo

Ti-kêr - 26 straed ar C’henwerzh

56300 Ar Sorn

Pgz : 0297251252 / Plr : 0297257169

  • Digor ag al Lun d’ar Yaou etre 8 e 30 ha 12 e 30 hag etre 1 e 30 ha 5 e 30 d’enderv.
  • D’ar Gwener etre 8 e 30 ha 12 e 30 hag etre 1 e 30 ha 5 e d’enderv

http://lesourn.fr/

 

 

Emañ Gweltaz, a za he anv ag anv ar sant, etre glann dehoù an Oud ha koed Brangilli.

Ur seurt skeul zo er gumun gant 17 skluz er ganol a Naoned da Brest. El lodenn anezhi a zo er c’hoad, ec’h eus stankoù e-tal ar ganol hag a zegastalvoudegezh ouzhpenn dezhi, evit an ekologiezh hag an touristerezh. Àr hent ar ganol, gant spesadoù gwez liesseurt tro-ha-tro, e vale heleizh a dud àr droad, àr varc’h pe àr velo.

Div « nadoz-aer » zo bet roet da lec’hienn ar Boju, àr vord ar ganol, gant Poellgor-departamant an touristerezh er Mor-Bihan evit loreiñ an degemer roet d’an douristed hag al lec’h c’hoari ha diskuizh brav-se.

Evit meriñ ar meteier dishañval a zo en tachad natur-se ha gober ma vo gwarezet al loened hag ar plant, ec’h eus bet savet ur steuñv meriñ fiziet e Ti an endro, a ra àr-dro razh an abadennoù natur gant ar strolladoù skol ha gant razh an dud.

Al labour-douar, gant an desevel saout laezh dreist-holl, eo obererezh ekonomikel pennañ ar gumun.

Un danvez korvoderioù arall eo kreizenn talvoudekaat ha stokiñ an dilerc'hioù (SEDIMO), a zo e Gweltaz a-c’houde 1997. Kaset e vez dezhi an dilerc’hioù pakiñ diàr obererezh c’hreantel an embregerezhioù hag industriezhioù bihan hag etre a zo er c’hornad-bro. O frientiñ a ra evit an adaoziñ. Bout zo ivez ur savenn da dalvoudekaat an dilerc’hioù glas enni, hag a fard rotol, hag ar benveg pedagogel anvet « Recycloscope », meret gant Ti an endro, hag a ra stummadurioù àr ziveskiñ al lastez.

Muioc’h a ditouroù :

Maer : Jean-Yves Kentel

Plasenn ar Rezistañs
56920 Gweltaz

Pgz 02 97 51 53 34 / Plr 02 97 38 93 03

Eurioù digoriñ :

  • Ag al Lun d’ar Gwener, etre 9 e ha 12 e 30
  • hag etre 2 e ha 4 e d’enderv d’al Lun ha d’ar Yaou

http://www.gueltas.fr/

 

En eil tro-gêr emañ Gwern, 15 km er mervent da bPONDI. Bout zo 1 470 Gwernad é chom en he 4 701 hektar. Diàr al labour-douar hag an touristerezh e vev ar c’hornad-bro dreist-holl.

Ur gerig àr an istor

Ag an henvrezhoneg « wuern » e ta an anv, aet goude da « Gwern », a zo ivez anv ur spesad gwez hag a gaver lies en tachadoù gleborek a-leizh a gaver er gumun.

Meneget eo Gwern evel ur barrez adal 1125 e dielloù ar Roc’haned mes an iliz Sant-Pêr a gaver meneget meur a wezh e diellevr Redon kentizh evel 836. E 1790 e oa daet ar barrez da gumun. Div drev he doa da neuze : Sant-Mikael (staget hiziv ouzh ar Sorn) ha Lokmeltroù. Ur barrez pinvidik e voe Gwern er Grennamzer ; an tier ag an dibab, e greunit, a zo anezhe er vourc’h koulz evel er pennhêrioù, zo test ag an dra-se, hag ar chapelioù a-leizh, ar manerioù, an tier-feurm gant puñsoù, ar fornioù bara, ar skalieroù diavaez e maen ivez. Chom a ra hiziv c’hwec’h chapel ouzhpenn an iliz-parrez hag ar fleurenn anezhe zo ur seurt « iliz-veur ag ar maezoù » : Itron-Varia Gelwenn, kinklet gant ur c’hloc’hdi ouzhpenn 70 metr a uhelder dezhañ. E-mesk he delwennoù, pinvidik-eston, ec’h eus ur werc’hez gant panelloù, ur pezh dibaot-bras anezhañ.

Diorroet eo an touristerezh a-vuzul ma tae an dud da welet glad savadurioù ar gumun hag ar maezoù ivez, leun a flondrennoù, koadoù, girzhier, gant gwazhioù é kammdroenniñ etreze ha gant ar Sar en ur flagenn veurdezus.

Perzhioù arall

  • Gorread : 4 701 hektar
  • Poblañs : 1 470 annezad

Muioc’h a ditouroù by SmartCompare">

Maer : Joseph ar Boedeg

4 straed ar Stankenn – 56310 GWERN

Pgz : 02 97 27 70 08 / Plr : 02 97 27 70 26

http://guern.free.fr/

Ur vourc’hig sioul eo Kerforn, pell diouzh noazadurioù an tremenerezh en hentoù. Emañ 2 gilometr diouzh an hent-departamant 764 Pondi-Josilin ha kazimant kemend-arall diouzh an HD2 Noal-Pondi-Roc’han.

Ur gumun e barr he diorren

Kresket eo kêr nevez zo gant lodennaouegoù distro ouzh kreiz ar vourc’h, a-hed an hent a gas da Noal-Pondi. Kalz tier ag ar vourc’h o deus gouarnet o neuz orin gant mein ha roiñ a raont un identelezh kreñv d’ar gumun. Un nebeud tier kozh didud zo bet prenet ha renevezet gant ar gumun er blezioù diwezhañ. Kendalc’het e vo da gempenn kreiz ar vourc’h.

Emañ Kerforn e-kreiz un diazad ouzhpenn 3 000 implij (Loudieg, Pondi, Logunec’h, Josilin), gant perzhioù-mat ur gumun annez brav-kaer he endro.

Stalioù zo er vourc’h : ur stal voued, ur stal vara, un davarn/stal-vutun, ur preti ha razh ar servijoù a gaver edan 10 km dioutañ.

Bout zo c’hoazh un ti-kêr, div skol-gentañ (publik ha prevez), ul levraoueg, ul lec’h liesvedia, un diwallerezh skol, ur c’hantin, ur sal liezimplij, ur c’hazarn pomperien ha lojerisoù da feurmiñ.

Obererezhioù pennañ ar gumun eo al labour-douar hag ar sevel loened. Un ugent bennak a stalioù zo c’hoazh, tieion yaouank e penn anezhe. Un dek artizan bennak a labour er gumun ivez.

Perzhioù

  • Gorread : 1 945 hektar
  • Poblañs : 840 annezad

Muioc’h a ditouroù

Mare : Joël Marivain

16 straed an Argoed 56920 Kerforn

Pgz : 02.97.38.36.03 / Plr : 02.97.38.23.60

http://kerfourn.fr/

... A dalv bout tost da Bondi (8 km) ha d’he diazad labour ha pas forzh pell diouzh hini Loudieg. Tost emañ ivez koad Kenekann ha lenn Gwerledan.

... A dalv beviñ en ur c’hornad-bro gant ul labour-douar liesseurt hag en deus gwarezet ul lodenn vat ag e c’harzhaoueg hag a zo ouzh he c’hreñva tamm-ha-tamm.

... A dalv kas e vugale d’ur skol gant un hanter-c’hant bennak a skolidi enni ; tenniñ e vad ag ul levraoueg hag a servijoù ivez : un ispisiri, div davarn-preti, ur c’harrdi kirri hag ur greizenn varc’hegezh. Artizaned zo staliet er gumun ivez hag ar rouedad uhelgas a dizh kazimant razh an tiegezhioù.

... A dalv gelliñ bout oberiant en ur gumuniezh vev ha degemerus, hag a laka da-gentañ ar beviñ mat asambl (savet ec’h eus bet ur garta evit se), dre gevredigezhioù begon gante hag a ginnig obererezhioù hag abadennoù a-hed ar blez.

... A dalv bourriñ ag ur programm sevenadurel savet gant an ti-kêr evit ar gumun hag ar c’hornad-bro.

Beviñ e Kergrist a dalv endevout perzhioù-mat ar maezoù tost-mat da gêr.

Muioc’h a ditouroù

Maer : Bruno SERVEL

16 straed ar Peoc’h

56300 KERGRIST

Pgz : 02 97 39 62 28 / Plr : 02 97 39 60 22

www.kergrist.fr

Eurioù digoriñ

  • Lun - Yaou - Gwener : 9 e - 12 e 30 / 2 e - 5 e 30 d’enderv
  • Meurzh : 9 e - 12 e 30
  • Merc’her : 9 e - 12 e 30

 

 

Lusk ha youl zo gant kumun Kerzhin ha diorren a ra hardizh he ekonomiezh, gant tost da 750 implij, dreist-holl àr dachenn an agrobouederezh hag e-mesk an artizaned, al labourerion-douar, an desaverion chatal, ar goñversanted hag an embregerion, hag àr dachenn ar yec’hed hag an obererezh sokial ivez, a zo diorroet-mat.

Treuzet eo gant 5 hent-departamant, tost emañ da gêrioù brasoc’h evel Pondi ha darempredet e vez kalzig, neuze. Ur stêr vrav-eston a red hed-ha-hed dezhi : an OUD an hini eo.

Gevellet eo gant kumun EVIRES e Savoia-Uhel ha bev-buhezek eo rak aozet e vez kalz traoù gant he c’hevredigezhioù kreñv hag unanet ha danframmoù efedus ha modern he deus ivez : sal ar gouelioù, ur sportva, ur greizenn sokiosevenadurel gant ul levraoueg, ur vediaoueg hag ur greizenn liesvedia, a zo just e-tal skol kentañ derez Sant-Erwan ouzhpenn. Ar perzhioù-mat-se a laka heleizh a dud yaouank d’em staliñ er gumun, en un ti savet pe renevezet gante.

Perzhioù

  • Gorread : 3 373 hektar
  • Poblañs : 1 520 annezad

Muioc’h a ditouroù

Maer : Pierre an Test

Plasenn an Aotrou beleg Royer

56580 Kerzhin

Pgz : 02.97.38.97.33 / Plr : 02.97.51.56.16

Eurioù digoriñ :

  • Lun : 1 e 45 da 4 e d’enderv
  • Ag ar Meurzh d’ar Gwener : etre 9 e ha 12 e 30 hag etre 1 e 45 ha 4 e d’enderv
  • Sadorn : 9 e da 12 e

http://www.credin.fr/

Pennlec'h he c’hanton eo Klegereg. An 6 300 hektar a ra anezhi zo gwarezet er gwalarn gant koad Kenekann hag hedet er reter gant ar ganol eus Naoned da Vrest. En niveradeg diwezhañ e oa bet kontet 2 985 annezad.

Bourrapl ha buhezek eo ar gumun gant kevredigezhioù a-leizh ha kalz aveadurioù dudi. Bout zo eno abadennoù a bep seurt a-hed ar blez. Ar sevenadur, kalavern ar stumm anezhañ, zo pouezus d’ar gumun ; sinet he deus ar garta « Ya d’ar brezhoneg » ha degemer a ra ingal abadennoù sevenadurel hag arvestoù a-vicher.

Servijoù nes

Aesaet e vez ar vuhez pemdez er gumun gant kalz servijoù nes, gant koñversanted hag artizaned. Emañ tachad artizanerezh Bann ar Lann, meret gant Pondi Kumuniezh, é vout adkempennet evit kreñvaat ekonomiezh ar c’hornad-bro. « Milinoù sant Armael », un unvez fardiñ bara ha viennerezh ag ar stroll ITM, zo e tachad an Duez ha brasañ implijour prevez ar gumun eo.

Degemer ha gober àr-dro ar re yaouankañ zo ur perzh-mat arall ag ar gumun : skolioù, ti ar vugale, degemer dudi... Kalz frammoù a-feson zo àr al lec’h, rak heleizh a labourioù reneveziñ zo bet graet (preti-skol) pe a vo graet (skol bublik).

Un ti-yec'hed liesdiskiblezh, hag a dolpo medisinourien ha tud a vicherioù lezvezegel, a vo savet emberr. Ur greizenn-sikour a zo dija er gumun ha kalz servijoù yec’hed ha kengred : un annez herberc'hiañ evit an dud oadet dalc'het (AHDOD), ur bod buhez, medisinourien, kabinedoù klañvdiourien, ul leuñvour, un dentour, un apotikerezh, ur servij skoazell er gêr…

Labelaet eo Klegereg evel kêr c’hlas ha degemer a ra gant plijadur an douristed hag ar weladennerion, en he zachenn-gampiñ pe er bodoù ha kambroù ostizion a-leizh a zo àr he douaroù. An dud hag a vourr ag an touristerezh glas a c’hello bourriñ a dachenn-dour Pontouar, a lennoù Poulmein, ag ar minotennoù-bale, ag he glad pinvidik : alezioù toet, krugelloù, taolioù-maen ha peulvanoù hag an iliz, chapelioù, kalvarioù, feutenioù pe fornioù bara ivez...

Engouestlet evit an diorren padus

Ezel eo ar gumun ag ar rouedad strollegezhioù a Vreizh hag a c’hrata gober traoù fetis evit an diorren padus ha kengret (Bruded). Panelloù fotovoltaek he deus lakaet, gober a ra hep « fito erbet » ha grataet he deus gwareziñ lann daouarc’hek Ti Moel. Gant ar c’houlzad blez « Ur wezenn, ur bugel » hag he raktres da sevel ul liorzh etre rummadoù, e ra Klegereg àr-dro diwall ha talvoudekaat he endro ha kalite ar vuhez.

Kêr-benn ar sistr-per e oa ar gumun gwezharall. Savet he deus ur berenneg evit gouarn spesadoù ag ar c’hornad ha plantet div verje avaloù-mir hag avaloù-sistr hag ur verje frouezh askornek (prun ha kerez).

Muioc’h a ditouroù

Maer : Marc Roperzh

10 plasenn Pobeguin

56480 Klegereg

02 97 38 00 15

Eurioù digoriñ :

  • 8 e 30-12 e hag 1 e 30-5 e d’enderv
  • 9 e 30-12 e d’ar Sadorn

http://www.cleguerec.fr/

Meneget e oa bet ar pennhêr edan an anv Groshanec e 1113 ha donet a reas da vout ur barrez e 1387 edan an anv Croessanec. Ur gumun e taas da vout e 1790.

Emañ er Mor-Bihan àr an harzoù gant Aodoù-an-Arvor, e Kreiz-Breizh, etre Pondi ha Loudieg hag aes eo d’he annezidi monet dezhi dre ar gourhent nevez a gas a Bondi da Loudieg.

Anavet eo Kroeshañveg dreist-holl en arbenn da riolenn Hilwern, 64 kilometr hed dezhi, a dreuz ar gumun hag a oa bet toullet evit kas dour d’ar ganol etre Naoned ha Brest. Echuet e oa bet e 1836 ha goude e oa bet lakaet da vout didreuzus gant pri. A bep seurt spesadoù gwez a gaver àr lez an alez hed-ha-hed dezhi.

Perzhioù arall :

  • Gorread : 609 hektar
  • Poblañs : 157 annezad
  • Muioc’h a ditouroù

Maerez : Sylviane ar Ponner

Ar Vourc’h 56920 KROESHAÑVEG

02 97 51 41 91

 

 

Ur gumun annez ha labour-douar eo Malgeneg dreist-holl, hag a gendalc’h da ziorren, na bout emañ un tamm diamen diouzh an hentoù bras.

Dedennus ha bev eo, gant maezoù bourrapl, glas, leun a flagennoù, a goadoù, a lanneier hag a c’harzhoù, gant ur rouedad minotennoù-bale. Talvoudus eo glad Malgeneg ivez gant roudoù ag an amzer dremenet a-leizh en he savadurioù, test ag an istor anezhe, ha tier bokedet ha nevesaet e-kreiz ar vourc’h.

Buhez a vez degaset ingal gant ar c’hevredigezhioù niverus ha kalz aveadurioù skol, sport, sokio-sevenadurel a-feson zo ivez er gumun neuziet-kaer-se, he deus gouiet gwareziñ he identelezh.

Perzhioù

  • Gorread : 3 845 hektar
  • Poblañs : 1 798 annezad

Muioc’h a ditouroù

Maerez : Dominique Gwegan

Ti-kêr - 18 straed ar C’hastell-dour

56300 Malgeneg

Pgz : 02 97 27 30 70 / Plr : 02 97 27 35 68

http://www.malguenac.fr/

 

Donemat d’an holl e Mur, pennlec'h kanton a 2 165 annezad.

E kreizig-kreiz Breizh emañ ar gumun-se, àr ar maezoù, gant kalz perzhioù-mat :

un ekonomiezh lusk enni troet dreist-holl gant an agrobouederezh ; an industriezh pennañ zo ul lazhti yer modern da vat hag a implij 200 den ;

un artizanerezh liesseurt gant kazi razh ar c’horfoù-micher ;

ur vuhez kevredigezhel bev-mat gant un tregont bennak a gevredigezhioù ;

ur c’hinnig prederioù a-feson gant kalz tud a vicher a dachenn ar yec’hed ;

ur c’hinnig servijoù d’an dud evit razh an oadoù : un erlec'h skoazellerezed-mamm, ur greizenn-dudi, ul lec’h sevenadurel (levraoueg-mediaoueg, c’hoariaoueg, bod ar re yaouank, kelc’h keltiek), servij skoazellerezed-ti er gêr, ti ar re gozh…

abadennoù liesseurt : ur marc’had bep Gwener noz e miz Gouere hag e miz Eost, kampionad Frañs ar redadegoù-reteriñ, kampionad Frañs kanoe-kaiak, ar foer rannvroel biologel a zedenn bep blez ur 14 000 den bennak.

Ul lec’h evit an douristed

Emañ Mur àr ribloù lenn Gwerledan, ur gwir vravig a 400 hektar hag a zo lec’hienn douristel pennañ an Argoad. Aveadurioù zo bet kempennet evit degemer an douristed, dreist-holl an Diazlec’h departamant edan an amzer, an hent-houarn kozh etre Sant-Meven (35) ha Karaez (29), ur savlec'h marc'hoù-houarn treuz bro (MTB).

Mat eo ar c’hornad-bro evit gober sport ha traoù a bep seurt en natur : troioù-bale àr droad, àr varc’h, àr velo, MTB, ski-dour, kanoe kaiak, pesketa. Gelliñ a raer gober anaoudegezh gant ar glad ivez ha gant ar boued, evel-just.

Bodoù a bep seurt zo ivez : kambroù ostizien, bodoù àr ar maezoù, letioù-pretioù, tachenn-gampiñ ar gumuniezh-kumunioù, kêriadenn vakañsiñ « Vacanciel » evit an touristerezh sokial. Perzhioù-mat a-leizh zo enta evit un touristerezh glas ha lusket.

Lâromp c’hoazh emañ gevellet Mur gant SARRIA (Galiza).

Muioc’h a ditouroù

Maer : Herve al Lu

Ti-kêr 2 straed Santez-Suzanna 22530 Mur

Pgz : 02 96 28 51 32 / Plr : 02 96 26 09 12

http://www.murdebretagne.net/

Tost emañ Neulieg da Bondi, a zo er c’hreisteiz, ha dre-se e kresk an niver a annezidi enni. Aesoc’h e vo c’hoazh monet da razh toleadoù kêr pa vo bet krouet hent-tro norzh Pondi hag evel-se e c’hello tachad labourerezh Sant-Eler diorren.

He istor

Etre daou ec’h omp gant orin anv ar gumun-se : pe e ta ag ar galianeg-ha-romaneg hag e talv « an douaroù nevez difraostet » pe e ta ag ar brezhoneg Neulieg, « etre div runell ».

Annezet eo a-c’houde ar ragistor hag er Vvet kantved, e grez ar roue Gradlon, e oa bet kavet ar c’hentañ roud skrivet ag anv an douar-se edan ar stumm NIULIAC.
Er c’hornôg d’ar gumun emañ ar Blavezh ha  mestr e oa àrni familh c’halloudus ar Roc’haned. Enni e chom roudoù hag un amzer ma veze savet tier brav ha bras gant an dudjentil.

He glad

Maner bravañ Neulieg eo hini Kerjikel (1426), tost d’ar Blavezh, en norzh, mes tier brav ar C'hleuzioù, Aokinian pe Kervenoù zo aspadennoù a vare an dudjentil ivez.

Chapel Itron-Varia Garvez eo monumant pouezusañ Neulieg, hep arvar. Savet e oa bet e stumm ur groaz latin, gant skilt ha greunit, etre ar XVvet hag an XVIIIvet kantved, gant argant ar Roc’haned. Emañ àr roll ar monumantoù istorel rummet a-c’houde 1980 hag an hini pouezusañ eo ag ar pemp chapel a zo er gumun. Pinvidik-kaer eo he c’hinkladur : ur volz gant lambrusk livet ag an XVIIIvet kantved, 3 stern-aoter vras ha lambrusk livet ag ar XVvet kantved en estaj kentañ ar vestial.

Er gevred, troc’had artifisiel ar ganol etre Naoned ha Brest a verk an disparti diouzh Noal-Pondi ha Sant-Jelan ; ur roud a vare Napoleon eo. Ur vinotenn-vale hir zo ha lec’hienn dibar stankoù ar Roz zo ivez.

Traoù arall

  • Gorread : 3 099 hektar
  • Poblañs : 1 510 annezad

Muioc’h a ditouroù

Maer : Jean Pierre ar Ponner

by SmartCompare">Ti-têr - Straed an Ti-kêr

56300 Neulieg

Pgz : 02 97 39 60 14 / Plr : 02 97 39 65 36

http://www.neulliac.fr/

E Kreiz-Breizh emañ Noal-Pondi, e 137 m a uhelder, a-us kostezenn reter flondrenn ar Blavezh ha meurgêr Pondi.

E norzh ar gumun emañ ar ganol etre Naoned ha Brest ha treuzet eo ivez gant ar Signan (pe an Niel) hag ar Belle-Chère, adstêr hag eiladstêr d’ar Blavezh. Noal-Pondi eo an eil kumun vrasañ e « Pondi Kumuniezh » gant 3 716 annezad ; meur a dachenn labourerezh he deus, e-lec’h ma’c’h eus kalz embregerezhioù, lod anezhe troet ouzh an agrobouederezh. Gant ouzhpenn 2 000 implij emañ pouezus Noal-Pondi en etrekumunelezh.

Un amzer dremenet pinvidik

Er skridoù e kaver an istor hag ar mojennoù skoaz-oc’h-skoaz, an eil a-barzh egile, ken ma vez start gwezhavez o dispartiiñ ! Da vare ar feodelezh e oa Noal-Pondi a-barzh dugelezh ar Roc’haned, deanded ar Porc’hoed ha senesaliezh Ploermael.

Aozet e oa ar velestradurezh diouzh an aozadur relijiel hag e-pad pell e oa chomet Noal-Pondi ar barrez vrasañ a Vreizh ha neuze an hini goshañ. Rak gouiet a reer e oa seul vrasoc’h ar parrezioù ma oant koshoc’h.

Betek ar XVvet kantved e oa kreiz ar barrez e Santez-Nolwenn. Kaset e oa bet d’ar vourc’h a-vremañ a-gaoz ma oa eno ur c’hastell-kreñv : kastell ar Votenn (an ti-kêr hiriv).

Ur glad relijiel dibar

Ur glad relijiel puilh he deus Noal-Pondi : an iliz-parrez, meur a chapel, evel Santez Nolwenn, Sant Arnoal, Poulwern, chapel vihan Santez Nolwenn, lec’hienn Feutenioù Santez Nolwenn ha kalz kalvarioù…

Noal-Pondi, ur gumun leun a vegon gant :

kalz servijoù, stalioù, artizaned, embregerezhioù, tachennoù (79) ha div skol-vamm ha kentañ derez,

aveadurioù sevenadur ha sport : ar vediaoueg-departamant, kreizennoù dudi, sal an holl sportoù, ur poull-dour terket, tachennoù mell-droad, tennis, liessport,

un nijva, ur redva-kezeg,

tier prederiiñ : un annez herberc'hiañ evit an dud oadet dalc'het (annez Ti Noal) hag e Kerioù, Pol yec'hed Kreiz-Breizh prevez-publik (pennospital ha liesklinikenn).

Titouroù pennañ

  • Gorread : 5 345 hektar
  • Poblañs : 3 716 annezad

Muioc’h a ditouroù

Maer : Marc Kerrien

Plasenn ar Maner 56920 Noal-Pondi

Pgz : 02 97 38 30 66 / Plr : 02 97 38 27 67

http://www.noyal-pontivy.fr/

Kumun Ploueg-Grifed, ur gumun àr ar maezoù e norzh ar Mor-Bihan e Kreiz-Breizh, zo treuzet gant an Oud ha n’eo ket pell diouzh ar vevenn gant Aodoù-an-Arvor.

Istor ar c’hornad-bro

Gant ar Gelted e voe aloubet ar c’hornad-bro da-gentañ ha peursavet e voe gant ar Romaned pa voe digoret un hent etre Gwened ha Kersaout ha staliet ur c’hamp kreñvaet.

En VIvet kantved eo, pa erruas ar Vretoned, e oa bet diorroet ar gêriadenn. Laosket e voe o merk gant ar Vretoned dre anvoù-lec’h en o yezh. Ar vourc’h he-unan he deus un anv brezhonek hag a gaver skrivet PLOEUEC, goude PLOEIC hag a-benn ar fin PLOYEUC, gant PLO a dalv parrez e brezhoneg. Adal 1453 e oa bet lakaet ar ger GRIFED ouzhpenn PLOEUC, rak tudjentil kastell Grifed a rene ar justis uhel, etre hag izel, ha dezhe e veze paeet an deog feodel ivez, er barrez a-bezh. Evel-se e taas anv ar gumun da vout : PLOUEG-GRIFED.

Goude un istor melestradurel mil rouestlet e taas ar gumun a-barzh kanton Roc’han da vat e 1801.

Emañ àr-dro 25 km diouzh Pondi, Ploermael, Loudieg ha tost d’an hent 2 x 2 forzh ; ul lec’h mat eo neuze a-fet ekonomiezh. Evel e kumunioù arall ar c’hornad emañ diazezet honhenn àr al labour-douar hag an agrobouederezh.

Kreñvaet e tlehe bout an artizanerezh hag ar c’hoñvers er blezioù da zonet, dreist-holl gant ar raktres staliñ ur stal liesservij.

Ploueg-Grifed hiziv an deiz

Labourat a ra an ti-kêr a-c’houde meur a vlez evit degemer familhoù nevez ha gwellaat an endro beviñ : krouiñ a ra lodennaouegoù ha skoazelliñ a ra ar raktresoù sevel lojeris sokial.

Ar politikerezh-se zo krog da roiñ frouezh pandeogwir e oa kresket ar boblañs e 1999 evit ar wezh kentañ a-c’houde an eil brezel bed.

Perzhioù-mat da ziorren àr dachenn an touristerezh he deus ar gumun ivez, en-dro d’ar ganol etre Naoned ha Brest dreist-holl.

Begon zo gant kumun Ploueg-Grifed, gant he rouedad kevredigezhioù stank ha digor.

Perzhioù

  • Gorread : 3 849 hektar
  • Poblañs : 1 232 annezad

Muioc’h a ditouroù

Maer : René Jegad

7 straed Anna Vreizh 56120 Ploueg-Grifed

Pgz : 02.97.22.44.34 / Plr : 02.97.22.46.51

http://www.pleugriffet.net

 

En ur flondrenn emañ kêr Pondi, e-lec’h ma kej ar Blavezh hag ar ganol etre Naoned ha Brest, ha naou-dinaou eo kêr, gant motennoù, flagennoùigoù hag uhelennoù a-bep-eil.

Douret eo he douar gant meur a wazh ha kejiñ a ra brav an natur ha kêr, pa gaver eno tachadoù natur, ur gêr ag ar Grennamzer hag ur gêr napoleonat he mod-sevel.

Ur greizenn velestradurel

Pennlec’h arondisamant eo Pondi e departamant ar Mor-Bihan, ur pol melestradurel e Kreiz-Breizh, àr an harzoù etre ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor. Un isprefeti hag ur gompagnunezh archerion a strollad ar Mor-Bihan zo e kêr. Pondi, trivet pol koñvers ha greanterezh ar Mor-Bihan, a zegemer ivez teir c’hambr goñsulel an departamant.

Skolioù

Meur a elfenn a ya d’ober pol deskadurezh uhel Pondi : pevar lise gant o c’hevrennoù teknikourion uhel, un ensavadur stummiñ àr ar prederioù klañvdiour (ESPK) stag ouzh pennospital Kreiz-Breizh hag ur rann ag Ensavadur skol-veur a deknologiezh (EST) an Oriant, a zo stag e-unan ouzh Skol-veur Kreisteiz Breizh (SKB).
Bout zo evel-se tost d’ur mil studiour bennak é heuliiñ stummadurioù uhel e Pondi, ha pa vehe evit ar breou teknikour uhel (BTU), an diplom Stad klañvdiour, an aotreegezhioù micherel pe an diplom skol-veur a deknologiezh (DST), e hentadoù al labour-douar, an teknologiezhioù pe ar servijoù.

En EST ec’h eus ur bare glaskerion stag ouzh al labourva LIMATB (labourva ijinouriezh an danvezioù a Vreizh) en SKB hag ur savenn deknologel evit an doareoù-ober ha diagnostikoù endro hag ar biodanvez (ST DOADIABIO). Evel-se emañ bodet en ur mem lec’h deskadurezh hag enklask ar skol-veur ha treuzkas an deknologiezh.

Stalioù

Bout zo tost da bevar c’hant stal e Pondi hiziv, un daou-ugent gourmarc’had bennak en o mesk, ingalet dreist-holl etre tri fol obererezh : kreiz-kêr, Pondi su ha Saniel. E kreiz-kêr hag e tachenn an diskouezadegoù e vez, ouzhpenn, marc’hadoù, kurioziteoù, pilwerzhioù, foarioù ha saloñsoù a-hed ar blez.

Sevenadur ha sportoù

Teir sal-abadennoù zo e kêr hiziv, meur a ziskouezva, ur vediaoueg hag ur skol sonerezh ha dañs ag an departamant. Evit ar sport ec’h eus e Pondi ouzhpenn 4 000 aotreed hag un daou-ugent klub bennak, hep kontiñ ar skolidi.

Er blezioù diwezhañ e oa bet talvoudekaet an diskiblezhioù kinniget e kêr pa oa bet savet sportva Kerantre, gwellaet frammoù Fabourz Verdun, nevesaet salioù holl sportoù an Drogo ha Kerjalod.

Muioc’h a ditouroù

Maerez : Christine ar Strad

8 straed François Mitterrand 56300 Pondi

Pellgomz : 02 97 25 00 33

Eurioù digoriñ

  • Ag al Lun d’ar Yaou 8 e 30-12 e hag 1 e 30-5 e 30 d’enderv
  • Gwener 8 e 30-12 e hag 1 e 30-5 e d’enderv
  • Sadorn vintin (kantin skol) 8 e 30-12 e

http://www.pontivy.fr/

Ar poull-dour

Radeneg pe "bro ar raden" (= lec’h ma kresk kalz raden).

An anv-se a ziskouez peger strujus eo douaroù ar gumun (a vez graet kalz labour-douar enni). Emañ-hi e-kreiz diazad agrobouederezh Logunec’h - Pondi - Josilin hag àr vord an hent-tizh etre an Oriant ha Roazhon. Krouet e oa bet Radeneg da vare ar Romaned ha stag eo ouzh kanton Roc’han.

He istor, glad he natur hag he savadurioù

Chapel Sant-Fieg

Ar roudoù istorel kentañ a dud é veviñ àr al lec’h zo a vare ar Romaned ha gelliñ a raer gwelet, pa valeer er gumun, savadurioù hag a ziskouez ivez e oa bet buhez er gêr-mañ da vareoù arall : chapel Sant-Fieg savet er XIVvet hag er XVIvet kantved, keur an iliz, kalvarioù ha feutenioù…

Muioc’h a ditouroù

Maer : Bernard ar Breton

15 straed Anna Vreizh 56500 Radeneg

Pgz 02.97.22.43.19

Digor ag al Lun d’ar Gwener etre 8 e 30 ha 12 e 30

D’ar Sadorn : 9 e da 12 e

http://www.radenac.fr/

Emañ Regini, 1 811 annezad enni, e-kreiz departamant ar Mor-Bihan ha tost da hentoù bras Kreiz-Breizh (B24 ha D764). Regini e oa bet ar c’hentañ kumun a Vreizh é vout roet al label « Kêr c’hlas ».

Ur gumun ma vez brav ar vuhez !

Dedennus eo ar gumun, begon ganti, hag enni ec’h eus kalz aveadurioù :

  • ur poull-neuñval etrekumunel,
  • un diazlec'h diduiñ gant ur stank, un dachenn-gampiñ, un droiad vale, ur roudenn gabosek evit ar marc'hoù-houarn treuz bro (MTB),
  • ur sal evit an holl sportoù gant magoerioù krapiñ, ur stad mell-droad gant ur roudenn,
  • ur greizenn sevenadurel, mirdioù,
  • abadennoù sport ha sevenadur a-hed ar blez, kinniget gant 2 gasour ar gumun.

Emañ ar skol kentañ derez tost d’an aveadurioù (sal sport, kantin).

Ar vuhez ekonomikel

Tachennoù pennañ ar vuhez ekonomikel eo :

  • al labour-douar : tachennoù, ur gevelouri, un embregerezh labour-douar, ur marc’hadour…,
  • ar c’hoñvers : stalioù bihan, ur gourmarc’had,
  • ar pretierezh : ul leti-preti, un ti-krampouezh, ur pizzeria,
  • ar servijoù : tier-bank, un noter, asurañsoù, an ti-post, ar bomperion…,
  • an artizanerezh : razh seurtoù embregerezh an artizanerezh zo anezhe er gumun,
  • ar servijoù yec’hed, bodet ar braz anezhe er mem lec’h : medisinerion, klañvdiourezed, ul leuñvour, ul lunedour, un dentour, un apotiker.

Lodennaouegoù & kêraozerezh

A-c’houde 10 vlez ec’h eus bet savet 8 lodennaoueg-kumun gant 100 tachenn da sevel tier àrne lakaet e gwerzh. Bout zo ivez ur c’hant lojeris bennak da feurmiñ, prevez ha publik. Ha Regini he deus ur vuhez sokial kreñv gant he c’hevredigezhioù, he servijoù d’ar re gozh, ar c’has predoù da di an dud hag ur rouedad a 24 skoazellerez-vamm.

Chom pe baseiñ e Regini a dalv bourriñ a vuhez kaer ur « gêrig » àr ar maezoù e-lec’h ma vez bourrapl an traoù.

Traoù arall

  • Gorread : 2 792 hektar
  • Poblañs : 1 811 annezad

 Muioc’h a ditouroù

Maer : Jean-Luc an Tarneg

3 straed ar Jeneral de Gaulle 56500 REGINI

Pgz 02.97.38.66.11

http://www.reguiny.com/

Roc’han zo bet unanet e 1994 gant kumunioù Sant-Samzun ha Sant-Gouvri. Emañ ar gumun en ul lec’h brav àr vord an Oud kanoliet.

Savet eo e-harz un dorgenn roc’hellek anvet Roc’han (roc’h bihan) ha pouezus-kaer e oa bet an amzer dremenet, liammet ouzh familh ar Roc’haned.

Treuzet eo ar gumun gant ar Ganol etre Naoned ha Brest ha bourrapl eo evit touristiñ ha deverriñ, gant lenn Kervoezan (Villemoisan), ar porzh-bageal hag a zegemer touristed ar stêrioù, tachenn-gampiñ Traoñ an Oud, tost-mat da greiz-kêr. Emañ ar gumun e-mesk ar C’hêrioù glas hag an Ehanoù a ribl da ribl hag enni ec’h eus bodoù ha kambroù ostizion, ul leti, stalioù da zebriñ enne, lec’hioù da besketa ha lec’hioù evit bale ha gober anaoudegezh gant an natur hag ar glad (ar c’hovu, chapel « Bonne Encontre »…)

Pennlec’h kanton eo kêr Roc’han ha kalz servijoù ha stalioù he deus.An tachennoù, an artizaned hag an embregerezhioù bihan hag etre, ar skolioù... a ro buhez dezhi.

Brudet eo birvilh he c’hevredigezhioù. Aveadurioù publik a-feson zo. Er sal liezimplij « La Belle Étoile » e c’heller degemer hag aoziñ kalz abadennoù a bep seurt.

Traoù arall

  • Gorread : 2 343 ha
  • Poblañs : 1 672 annezad

Muioc’h a ditouroù

Maer : Bernard Nizan

11 plasenn an Ti-kêr 56 580 ROC’HAN

Pgz 02 97 51 50 33

Ag al Lun d’ar Gwener etre 9 e ha 12 e hag etre 2 e ha 4 e d’enderv

D’ar Sadorn etre 10 e ha 12 e

http://www.rohan.fr/

Emañ ar gumun degemerus-se etre Pondi ha Loudieg, ha drezi e tremen an hent 4 forzh a liamm an div gêr.

Bourrapl eo an endro : emañ àr vord ar stêr Oud hag ar ganol etre Naoned ha Brest ha treuzet eo gant Riolenn Hilwern. Bokedet brav eo ar vourc’h hag ur stank zo hag a zo, evel diazlec’h dudiiñ Hilwern, ul lec’h bale ha distenn.

Emañ Sant-Goneri àr ar maezoù mes gouiet he deus gouarn stalioù nes ha bev ha kresket he deus é tegemer embregerezhioù nevez evel POSTIC, T. M. C. E. ha C. B. S. M. Kresket eo àr un dro an niver a lojerisoù, a lojerisoù dereat o feurm (LODEF) pe a lodennaouegoù, hag an niver a annezidi a gresk dalc’hmat ivez.

Perzhioù

  • Gorread : 1 629 hektar
  • Poblañs : 1 060 annezad

Muioc’h a ditouroù

Maer : Claude Viet

14 straed an Daou Bont 56920 Sant-Goneri

Pgz 02 97 38 41 05

Eurioù digoriñ :

  • D’al Lun, Meurzh ha Gwener
  • ag 8 e 30 da 12 e 30 hag
  • ag 1 e 30 da 5 e 30 d’enderv
  • D’ar Yaou ha Sadorn a 9 e da 12 e

http://stgonnery.fr/

E 1184 dija e weler an anv Sant-Inan e karta diazeziñ abati Verrepoz, skrivet Sancti Junani neuze.

Ur gumun a 682 annezad eo Sant-Inan. Emañ àr vevenn koad Kenekann hag e-harz stankell Gwerledan.

Ur glad natur talvoudus

Goloet eo an drederenn a zouar ar gumun gant koad Kenekann. Kalz hentoù-bale zo, 4 zroiad valizennet en o mesk (2 labelaet hag ul lodenn ag an dro-vale-hir BH 341), gant ur glad dibar hed-ha-hed dezhe. An dra-se zo kaoz e vez roet da Sant-Inan al label a gêr c’hlas a-c’houde 2009.

Bevennet eo ar gumun en norzh gant lenn Gwerledan, a c’heller monet dezhi dre boull Sordan, ma’c’h eus un davarn-preti, un dachenn-gampiñ, un draezhenn terket, pedaloioù ha pontonioù eren evit ar bagoù.

Savadurioù talvoudus a-leizh zo er gumun ivez, lod anezhe lakaet àr roll ar monumantoù istore rummet.

Un ekonomiezh diazezet àr al labour-douar hag an touristerezh

Ar gennadoù obererezh pennañ eo al labour-douar (dreist-holl an desevel loened evit o laezh) hag an touristerezh.

A-drugarez kalz tud a-youl-vat e vez bokedet kaer ar gumun ha gounidet he deus 2 vokedenn e kenstrivadeg ar c’hêrioù hag ar c’hêriadennoù bokedet. Evit echuiñ emañ mirdi an tredan, e-lec’h ma vez kontet istor teknikel ha pleustroù an tredan a-c’houde ma oa bet ijinet betek hiziv an deiz. Un diskouezadeg zo enni ivez àr savadur stankell Gwerledan.

Muioc’h a ditouroù

Maer : Stéphane ar C’hozh

Straed an Ti-kêr 56480 Sant-Inan

Pgz : 02.97.27.50.20

Eurioù digoriñ

  • D’al Lun, Yaou, Gwener a 9 e da 12 e hag a 2 e da 5 e d’enderv
  • D’ar Meurzh, Merc’her a 9 e da 12 e
  • D’ar Sadorn a 9 e 30 da 12 e

http://www.saint-aignan56.fr

An hent-houarn hag ar ganol etre Naoned ha Brest a dreuz Sant-Jelan ag an norzh d’ar su ha cheñchet he deus ar gumun da vat en dekvlezadoù diwezhañ.

An niver a dachennoù zo digresket kalz tra mand eo kresket pasabl o gorread etre.

Diorroet eo bet an annez. Embregerezhioù nevez, al lod brasañ anezhe àr dachenn an agrobouederezh, zo daet àr-wel : GLON-SANDERS, ALTHO, LE GOUESSANT, un diazlec’h INTERMARCHÉ hag a bourchas produioù fresk da razh stalioù ar stroll er Mor-Bihan, en Aodoù-an-Arvor hag e Penn-ar-Bed, hag ar vilinerezh PAULIC, hag a zo bet brasaet.

Gennad an treuzdougen hag ar c’haserezh a ziorren splann eno ivez, dreist-holl a-hed an hent-tizh. Ar frammoù etrekumunel o deus skoazellet lod ag an embregerezhioù-se d’em staliñ pe da vrasaat.

Diorren an ekonomiezh hag an touristerezh nes a bep tu d’ar ganol etre Naoned ha Brest zo daou hent da gas àr-raok er blezioù da zonet.

Perzhioù

  • Gorread : 1 805 hektar
  • Poblañs hollek : 1 044 annezad

Muioc’h a ditouroù

Maer : Claude Albert ar Brizh

Straed ar Presbitoer 56920 Sant-Jelan

Pgz : 02.97.51.40.09 - Plr : 02.97.51.45.01

Lec’hienn Sant-Jelan

 

An anv Sant-Koneg a za a « Goneg », ur sant breizhat, diskibl, doch' ma seblant, da sant Karadeg.

Emañ ar gumun e su pellañ Aodoù-an-Arvor, ha neuze àr ar vevenn gant ar Mor-Bihan, asambl gant he fennlec’h kanton, Mur, mes a-viskoazh emañ bet troet ouzh Pondi hag he diazad-buhez.

Tost da 300 annezad he deus, ul lodenn vat anezhe àr an oad. A-c’houde un nebeud blezioù e ta familhoù nevez d’em staliñ enni, desachet moarvat gant priz dedennus an tier en ul lec’h tost da ziazadoù-labour Loudieg ha Pondi. Adneveziñ ar boblañs a raont evel-se. Begon zo gant kevredigezhioù ar gumun, dreist-holl àr dachenn ar sevenadur. An abadenn bennañ, a dra sur, eo ar « FeST-CONNECtions », ur festival sonerezh hag a bad tri devezh. Ur pemzek labourer-douar bennak a labour er gumun hag un nebeud artizaned ivez.

Glad :

  • iliz Sant Goneri (1784-1787) ;
  • kroazioù ar Votenn (XVIIIvet kantved), plasenn an Iliz (XVIIIvet kantved), ar vered (XVvet kantved), Sant Goneri (XVvet kantved), Trec’hoed (XVIIIvet kantved), Louarc’h, Luzurien, Porzh ar Gleud ;
  • feuten Sant Goneri (XVvet kantved) ;
  • feuten Sant Gweltaz Trec'hoed (1694) ;
  • maner pe feurm Botpier (1723)
  • tier Lanrivo (1636), ar vourc’h (XVIIvet kantved), Porzhken (1643), Kerbigot (XVII-XVIIIvet kantved).

 

Muioc’h a ditouroù

Maer : Rolland al Losteg

02.96.26.32.16 – 06.01.04.87.13

Postel :

 

Ti-kêr : 1 straed ar Bleuñv 22530 SANT-KONEG

Pgz : 02.96.28.52.74 / Plr : 02.96.26.32.14

Postel :

 

Er su da Bondi emañ Sant-Turiav, gant flondrenn ar Blavezh er c’hornôg, en ul lec’h a-feson hag en un endro beviñ kempouez ha diseurt.

Begon zo e Sant-Turiav ha brav eo beviñ en ur gumun troet ouzh an amzer da zonet, tost d’al lec’hioù ma virvilh an ekonomiezh mes tost da dachadoù natur gwarezet ivez. Degemerus eo, kizidik ouzh buhezegezh an dud, ouzh ar gevredigezh, ouzh an endro.

An istor

Sant-Turiav a oa aet da gumun e 1839. Un drev a Noal-Pondi e oa gwezharall. Monumantoù rummet, dibar hag adkempennet da vat he deus : an iliz-parrez gant he bolz lambrusket livet a gont buhez Sant-Turiav e 24 zaolenn, chapel ar Gohaze (tost d’ar Blavezh) en ul lec’h a-feson evit em dolpiñ… ha chapel Sant Matiaz, ar c’halvarioù a-leizh, an tier neuziet-kaer, melin ar Roc’h àr vord ar Blavezh kanoliet.

Beviñ e Sant-Turiav

Àr ar maezoù emañ Sant-Turiav gant 1 700 hektar gounidet diàr 2 147. Gouiet he deus diorren he industriezhioù hag he stalioù e tachennoù labourerezh « Mallachap », « ar Ferte », « Kergoustar », « Lann ar Velin norzh » ha « Lann ar Velin su » ivez, àr un dro derc’hel ur rouedad artizaned liesseurt hag efedus.

Kalz stalioù ha servijoù nes a gaver ivez : ur varaerezh artizanel ag an dibab, tri freti, daou di-krampouezh, un davarn/stal-butun, ur ficherezh-blev, ur c’hourstalig, un ajañs-post, ul levraoueg, ur medisinour, un apotiker ha klañvdiourezed er gêr…

Aveadurioù stroll he deus ar gumun evit an dudi : ur sal gouelioù, ur sal sport gant ul leurenn liezimplij hag ur sal espres-kaer evit ar jiminas hag an tennis-taol, un degemer dudi evit ar re 3-16 vlez.

Chom a ra bamet an dud a dremen dre ar vourc’h, p’eo bet kempennet da vat. Bout zo ivez ur c’hantin-skol nevesaet, div skol kentañ derez prevez ha publik degemerus-bras hag akomod, ul lise labour-douar ag an dibab (an Aeled Santel e Kerlebost) hag un ugent bennak a gevredigezhioù sport ha sevenadur da glokaat ar servijoù hag an traoù kinniget da dud ar gumun, ur boblañs yaouank hag é kreskiñ.

Traoù arall :

  • Gorread : 2 147 hektar
  • Poblañs : 1 975 annezad

 

Muioc’h a ditouroù

Maer : Michel Pourchas

Plasenn an Iliz 56300 Sant-Turiav

Pgz : 02 97 39 83 13 / Plr : 02 97 39 88 93

http://www.saint-thuriau.fr/

 

Seglian zo ur gumun hag a oa bet priziet en-dro he label « Kumun a c’hlad maezoù Breizh » e 2012.

Ur gumun talvoudekaet gant al label « Kumun a c’hlad maezioù Breizh »

Gantañ emañ anavet pinvidigezh glad he natur hag he savadurioù hag he lec’h etre Koed ar Fao ha flondrenn gaer ar Sar. Naou-dinaou eo ar vro, gant flagennoù ha motennoù a-bep-eil, gant girzhier gwarezet. Ul labour-douar bev a gaver en douaroù-se : bandennoù saout a vez é peuriñ sioul ha hervez ar c’houlzoù e vez livioù dishañval gant ar parkeier.

Mar dit dre ar minotennoù-bale balizennet a-leizh, e welehet hentoù, chapelioù, feutenioù, fornioù bara, pennhêrioù o zier sonn…, ur glad ag ar maezoù hag a gas an den pell en amzer dremenet. Bep blez e vez aozet troioù-bale hag abadennoù asambl gant Pondi Kumuniezh, ofis an douristed e Gwerledan ha kevredigezh Bro Pourlet. En ur ger emañ bet pourchaset mat ar gumun gant an istor hag an natur ha kempouez e tiskouez bout bremañ, harpet àr he amzer dremenet evit krouiñ he amzer da zonet.

Kalite ar vuhez da-gentañ hag evit an holl

Sellet a ra ar gumun a-zevri ouzh an amzer da zonet ha klask a ra m’em gavehe mat he annezidi ha ma c’hellehent bleuñviñ. Kavout a raer enni, neuze : ur skol nevez, aveet ag ar c’hentañ, un diwallerezh, ur preti-skol, ul levraoueg-mediaoueg, frammoù evit diorren pleustroù skol, ur sal liezimplij evit an abadennoù, unan arall evit ar c’hevredigezhioù stank, ur raktres lec’h degemer evit an dud àr an oad, ur raktres terkiñ ar vourc’h evit he digoriñ d’an nammidi…

Hag evit ma c’hellehe annezidi nevez pe douristed donet da chom en endro-se ec’h eus ul lodennaoueg nevez, un tachad artizanerezh nevez ha bodoù àr ar maezoù evit o degemer.

Muioc’h a ditouroù

Maer : Laurent Ganived

1 straed Yves ar C’halvez 56160 Seglian

Pgz : 02 97 28 00 66 / Plr : 02 97 28 02 94

  • D’al Lun : 8 e 30-12 e / 1 e 30-6 e d’enderv
  • D’ar Meurzh : 8 e 30-12 e / 1 e 30-5 e d’enderv
  • D’ar Merc’her : 8 e 30-12 e / serret
  • D’ar Yaou : 8 e 30-12 e / 1 e 30-5 e d’enderv
  • D’ar Gwener : 8 e 30-12 e / 1 e 30-5 e d’enderv

http://www.seglien.fr/

Emañ Silieg àr lez koad Kenekann, etre ar broioù Pourlet ha Kost-ar-c'hoad. Unan a gumunioù bro ar 'sistr pêr' eo. Bourc’h uhelañ ar Mor-Bihan (270 m) eo ivez.

He glad...

Hañvel a-walc’h eo he labour-douar ouzh hini Kreiz-Breizh, abalamour dreist-holl d’an torosennadur ha d’ar girzhier stank, ha disheñvel-krenn eo a-ziouzh diazad Pondi just e-tal. Gant maezoù gwarezet evel-se e c’heller kinnig d’ar valeerion ouzhpenn 60 km a vinotennoù balizennet evit an dud àr varc’h, àr droad, àr varc’h-houarn treuz bro (MTB) ha ar c’hirri stlejet gant kezeg. Pont Samouel, ul lec’h sioul ha naturel, bourret kalz anezhañ gant ar bourmenerion, ar besketaerion, ar gamperion, zo unan a lec’hioù ar gumun a zedenn an douristed.

He savadurioù...

Pinvidik eo ar glad gumun a-fet savadurioù : chapel Sant-Laorañs, rummet ul lodenn anezhi, iliz ar vourc’h, e-leizh a loñjerioù, fornioù bara ha feutenioù renevezet.

... ur gumun ma vez brav beviñ enni !

Bout zo tost da 70 skoliad e skol Silieg ; ur vourc’h hengounel ha bev eo, hep terkadurioù standardekaet, ha ma kaver enni razh ar stalioù rekis.

Emañ ar gumun-se en he barr ha lakaat a ra da dremen da-gentañ kalite ar vuhez hag ar vignoniezh ; dedennus eo enni perzhioù ur bed àr ar maezoù hag a ziwall a vout re hañval ouzh ar c’hêrioù.

Muioc’h a ditouroù

Maer : Serge Moelo

 by SmartCompare">Ti-kêr Silieg - 56480 Silieg

02 97 27 60 13

http://www.silfiac.fr/