Vous êtes dans : Accueil > Brezhoneg > Ar c’hefridioù

Ar c’hefridioù

Un toullad kefridioù a vez sevenet gant ar gumuniezh-kumunioù evit ar c’humunioù a zo enni. « Barregezhioù » e vent anvet ivez ha ledan eo re Pondi Kumuniezh.

Ouzh buhez pemdez pep unan e sellont : ag an ober sokial d’an endro, dre an ekonomiezh hag an implij. Ar barregezhioù berr-ha-berr :

  • terkiñ an tiriad : krouiñ tachennoù labourerezh gant o zachadoù glas, kempenn an hentoù en tachadoù-se, sevel aveadurioù, studiadennoù a bep seurt, meriñ ar rouedadoù treuzdougen evel PondiBUS, MOOvi hag an treuzdougen diàr c‘houlenn,
  • an diorren ekonomikel : skoazelliñ an embregerezhioù a faot dezhe em staliñ er c’hornad-bro, lakaat buhez er rouedad ekonomikel, skoazelliñ an implij, al labour-douar, an deskadurezh uhel hag an neveziñ, dreist-holl gant yalc’hadoù,
  • an touristerezh : sikour ar frammoù degemer evit an douristed (bod, boued) da ziorren ha da vout anavet, gwareziñ ha talvoudekaat ar glad, diorren ar minotennoù touristel, degemer an dud a za gant kirri-kampiñ...
  • an annez : lakaat e pleustr ur politikerezh evit al lojeris, sevel steuñvoù lec'hel an annez (SLA) hag un oberiadenn programmet evit gwellaat an tier (OPGT), roiñ ur skoazell argant d’ar programmoù sevel lodennaouegoù er c’hornad-bro,
  • an endro : dastum divesk al lastez er c’hornad-bro a-bezh, meriñ ur rouedad a 7 lastezerezh, kizidikaat ouzh an endro, meriñ ar rouedadoù dour mat da evet ha yac’husaat,
  • an ober sokial : ar vugaligoù (meriñ an tier-degemer evit ar vugale yaouank hag un erlec’h kerent skoazellerezed-mamm), degemer ar gantreerion ha meriñ ur chanter natur gant ar c’henempriñ micherel da bal,
  • an aveadurioù sport ha sevenadur : ur skol sonerezh ha dañs, 2 boull-neuñval e Pondi hag e Regini, un nijva, tachenn an diskouezadegoù (ar C’hovu Safire).

Kengred zo etre ar c’humunioù dre fontoù skoazell hag a ro tu d’ar c’humunioù ezel a B            ondi Kumuniezh da vout sikouret evit seveniñ raktresoù pouezus enne (adsevel ar glad ha traoù arall c’hoazh).

Evit gouiet hiroc’h, pellgargit statudoù ar gumuniezh-kumunioù er rann « titouroù ouzhpenn » amañ edan. Evit deskiñ hiroc’h àr benaennoù an etrekumunelezh : http://www.vie-publique.fr/decouverte-institutions/institutions/collectivites-territoriales/intercommunalite-cooperation-locale/