Vous êtes dans : Accueil > Brezhoneg > Ar gumuniezh dre-vras

Ar gumuniezh dre-vras

Istor kumunioù hag o deus divizet em dolpiñ evit talvoudekaat asambl ur c’hornad-bro hag ur glad boutin eo istor Pondi Kumuniezh da gentañ penn.

 

Krouet e oa bet Pondi Kumuniezh e 2000, goude ma oa bet tostaet ha teuzet kumunioù zo, ha kenderc’hel a raer da skriviñ an istor...

1965 : krouet e voe ar Sindikad etrekumunel evit astenn ekonomikel Pondi hag he zolead, diàr atiz kumunioù Pondi hag ar Sorn. Ar pal e oa krouiñ ha korvoiñ an tachad greanterezh a-ramp àr an div gumun (tachenn labourerezh ar Blavezh bremañ).

1968 : doc’h an tu arall e oa bet krouet ar Sindikad etrekumunel evit aveadur glann su lenn Gwerledan. Nav kumun a oa a-barzh : Klegereg, Kergrist, Malgeneg, Neulieg, Sant-Inan, Berc’hed, Seglian, Silieg ha Pondi.

1970 : krouet e voe ar Sindikad etrekumunel evit aveadur touristel kanton Pondi pa oa bet anat ec’h ae da fall kalz monumantoù relijiel er c’hanton. Tolpiñ a rae 9 kumun anezhañ : Gweltaz, Gwern, Kerforn, ar Sorn, Noal-Pondi, Pondi, Sant-Jelan, Sant-Goneri ha Sant-Turiav.

1986/1987 : bodet e oa bet an daou aozadur (ar Sindikad etrekumunel evit aveadur glann su lenn Gwerledan hag ar Sindikad etrekumunel evit aveadur touristel kanton Pondi) ha donet a rajont da vout Bro-degemer touristel ar Roc’haned.

1990 : un anv nevez a roas an dilennidi d’ar Sindikad etrekumunel evit astenn ekonomikel Pondi hag he zolead : Liestueg 15.

2000 : da-heul al lezenn anvet « Chevènement » e 1999, Liestueg 15 ha Bro-degemer touristel ar Roc’haned em dolpas hag a grouas asambl Kumuniezh-kumunioù bro Pondi.

Miz Genver 2005 : donet a reas ar strollegezh da vout Pondi Kumuniezh. Hiziv an deiz ha muioc’h evit biskoazh, pa vez kevezerezh etre ar c’hornadoù-bro, emañ an dilennidi e soñj krouiñ ur gumuniezh tolpad-kêrioù evit taliñ gwell ouzh an amzer da zonet.

Bout zo 26 kumun e-barzh Pondi Kumuniezh bremañ ha tost da 49 400 annezad. E-barzh he c’hêr greiz, Pondi, ec’h eus ouzhpenn 15 000 anezhe.