Vous êtes dans : Accueil > Brezhoneg > Ar perzhioù-mat

Ar perzhioù-mat

Anse de Sordan

Emañ ar c’hornad-bro meret gant Pondi Kumuniezh e-kreiz meurgêrioù bras Breizh hag un diazad beviñ begon ennañ ha nevezus eo.

Ul lec’h peurvat e kreizig-kreiz Breizh

Danframmoù kehentiñ mat-kaer he deus Pondi Kumuniezh. Dre an ahel Triskell, an hent broadel (HB) 164 hag an HB 165, emañ ar gêr greiz edan div euriad diouzh tolpadoù-kêrioù bras Breizh : Roazhon, Sant-Brieg, Gwened, an Oriant ha Brest. Mat eo evit an embregerezhioù a labour er rannvro a-bezh hag evit an tiegezhioù o dez afer a ziblas àr ar pemdez.

Danframmoù mat evit an ekonomiezh hag an touristerezh

Bemdez e labour Pondi Kumuniezh evit krouiñ, meriñ ha terkiñ tachadoù labourerezh a-feson, gouestlet d’ar c’hoñvers, d’ar greanterezh, d’an artizanerezh ha da obererezhioù an trede gennad. Sikour a ra gant an dalc’herion raktresoù em staliñ hag ur skoazell argant a ro d’ar gensavenn a intrudu lec'hel : « Intrudu e Bro Pondi ». Labourat a ra a-zevri ivez evit diorren an touristerezh en Argoad. Frammiñ ha harpiñ a ra an ofis evit an douristed, koulz evel krouiñ ha meriñ benvegoù graet evit ar re-se (minotennoù-bale, leurioù kirri-kampiñ, meriñ lec’hienn Sordan àr vord lenn Gwerledan, bodoù hag aveadurioù touristel).

Un nebeud sifroù

  • ur vro 752,6 km2
  • 26 kumun
  • 49 000 annezad